Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Pa oent bet eta chilaouet
Ho daou, evel ma oa dleet :
— Brema, potred, rok mont pelloc’h,
Eunn draik a lerinn-me d’hoc’h :
Tolit aze daou bez daou skoed,
Hag ho prosez a vo barnet. —
Ha chetu arc’hant war ann daol,
Hag arbarner d’he skrapa oll.
— Klevit eta ar wirionez,
Eme-z-han, o sevel he vouez :
Ne ket evid Iann na Gwillou,
Vid-oun neuz kanet ar goukou. —
Hag o vont kuit hi a lare :
« Kanet neuz evit-han ; gwir e. »
Kanit, kanit, koukou, beb bloa ;
Ha c’houi, tud sod, lipet ho loa.
————