Mes kerkent ha ma hell dont enn-hi hec’h-unan,
E ra evel eul lamm, hag e sao ker buhan.
Ne oe ket hir he sonj, rak diouc’h-tu e preder
Kemeret eur penn-red entrezeg hag er gher.
En eur ghemeret lans e ra euz zell a gorn,
Hag e welaz goulc’hen, eur c’hleze enn he zorn.
P’her gwelaz o luc’ha er meaz euz he c’houin,
Elec’h mont kuit d’ar red, e koez war he daoulin :
— « Tud-chentil, emez-hi, na vet ket didrue ;
« ’N han Doue, ma laoskit, ha ma list e bue.
« Eun tad oajet am euz, ha n’en deuz ken bughel.
« Da zerri he lagad pa deuio da vervel ;
« Bet en deveuz a-walc’h a walleuriou garo.
« Va mamm a oe laket gant tud kri d’ar maro,
« Ha n’euz pelloc’h choumet gant-han war ann douar,
« Nemed-oun-me hep ken da galmi he c’hlac’har. »
Goulc’hen a oa glizek, ha dija he zellou
A glaske sklerijen a-dreuz dre he zaerou.
— « O merc’hik, emez-han, n’ho pet ket a vorc’hed,
« Mar dougan-me kleze, n’eo ket evit merc’hed.
Pajenn:Dastumad - Bleuniou-Breiz.djvu/208
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ