« Penaoz, eme ann Duk, c’houi a oar hec’h hano !…
Bet oc’h c’hoaz war ar meaz, c’houi zo eur goaz tano. »
Primel, en eur ruzia, a lavaraz dioc’h-tu :
« N’em eus-hi ket gwelet nemeur a-raoz-hoc’h-hu ;
Biskoaz kent ne gweliz nemet hirio hep ken,
N’em euz komzet out-hi nemet dirag Goulven. »
Goulc’hen, dindan he chouch a oa o vousc’hoarzin,
0 welet Primei ghez ruz ha krizet he vin….
E keit ha ma oant c’hoaz eno o kaozeal,
Zaik war-zu enn-ho a zeu enn eur grial :
« Deut, deut, deut alesse gan-en, Aotroune vad,
Deut oun beteg enn-oc’h, digaset gant va zad,
D’ho pedi euz he berz, mar prijit, da ziskenn
Eun tamm da zisc’hlavi ebarz enn he lochen.
Choant en deuz e teufac’h, kredi a ra goût mad
Piou eo ann dichentil a oa kousket er c’hoad.
Ha m'en dije gallet redek beteg aman,
E teuje he-unan da bedi anezhan. »
En eur drei ouz ann Duk, e reaz neuze kempenn
Eur soubl d’he daoulagad hag eur stouik d’he fenn.
« Dalit, em’ei, Aotrou, kemerit ar vantel ;
Pajenn:Dastumad - Bleuniou-Breiz.djvu/230
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ