Pajenn:Dastumad - Bleuniou-Breiz.djvu/244

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Hag ann douar broustet, gant trouz bras en em hij.
He vomou a zave, a ruille ken heuzuz
Ha gwagou ar mor doun enn eun de arneuuz.
   Goude kement a drouz ha kement a drefu,
E choum sioul adarre ar c’hoat oll a pep tu.
Mes pep tra zo chenchet ; ne weler mui ar gwez
Evel ma oant araog, direnk hag a sklabez.
Enn daou benn, em daou du, int laket a reghen,
Hag e kreiz e weler kompezet eur blenen,
Evel tachen eur ghear, a vein c’hoaz dibourvez,
P’evit lavaret gwel, evel eur leur nevez.
Kement a vurzudou am gréa souezet.
Mes adarre eun taol !… chetu-me spouronet
Gant eur strakl a glevann tost a-ziouc’h d’am penn,
Evel trouz ar gurun o koueza em c'hichen.
Kredi rann eo kouezet gant strons euz ann envou ;
Mont a rann d’ann douar, a blad war va ghenou.
War va c’horf koulskoude netra n’en deuz poezet ;
Hag evit ann eil gwech ann trouz zo paouezet.
   Divadet euz va spont gant ar sioulidighez,
Da zellet en dro d’in am euz hardizieghez.