Nag a wech, ma mamm déner, é rankefet gwéla,
Pa zeui va c’hi ankenied ouz hoc’h da ’n em frota,
Pa welfet barz ann oaled va skabellik goullo,
Hag ar c’henvid o steui deuz ma fenn-baz déro,
Adéo, béred ar barroz, douaro benniget,
A c’holo va zado koz gand Doué bet galvet ;
Da wuel ann anaoun klemmuz, n’in mui war ho pézio
Da skuilla ann dour santel mesket gand va daéro.
Adéo, va muia karet, va dousik koant Mari ;
Eur blanéden dirémet a zeu d’hor glac’hari ;
Hon éurusted, hor joaio skeduz zo tréménet,
Vel ar goumoulen skanvik gand ann avel kaset.
Na wélinn ken da lagad ker lemm ha ker léven,
O virvi a blijadur, du-zé, pa erruenn,
Da zornig gwenn ker distak o kas ar c’harr enn dro ;
Da vouez dous ken na glévinn o kana va gwerzo.