Pajenn:Dastumad - Bleuniou-Breiz.djvu/44

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



— Ia, ar vro-ze eo Breiz-Izel,
Lec’h ma fell d’in mont da vervel,
Ha beza eunn deiz douaret
Gant ma broïz enn ho bered.

————


— Ann hini a zavaz ar zon
Zo eur zoudard, trist he galon,
Hag a varvo gant keun d’he vro,
Met prest da vreiz e ve distro.


————