Pajenn:Dastumad - Bleuniou-Breiz.djvu/48

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




AR BREIZAD.
————

Da c’hisiou he dud koz stard beteg ar maro ;
Didrouz hag amzerier, dic’hoant da welet bro ;
Dijal hag hep ezomm, pinvidik gant netra ;
Gant ann nebeud en deuz e ra vad d’ann nessa ;
Kalet ouz ar poaniou, ampart e pep labour,
Breizad a ve divlam, ma n’evfe nemet dour.


————