Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Kloarek Laoudour, it davet-hi,
Mar d-oc’h evit he frealzi.
—Deiz-mad d’ehoc’h, ma dous penn-herez,
Ho kalonik, hag hi zo ez ?
— Va c’halon-me a zo seder ;
Nag hoc’h hini, va zervicher ?
Dallit eur gador, azezet,
Deut da dal an tan da dommet.
—Ne azezinn na ne domminn
Mont d’al leur-nevez e fell d’in.
—D’al leur-nevez me ne d-inn ket,
Na vinn ket laosket da vonet.
Marc’hek Lambol zo’r leur-nevez,
A lar feteiz kaout ho puez.
Rloarek Laoudour ’vel ma klevaz
He gleze noaz a zic'houinaz