Me eo, an aotrou Kenkiz, noter, va segretour ganen.
Deuit ebarz, aotrounez, deuit ho taou.
Roit d’eomp kadoriou, mar plij. (Da Lukaz ha da Bilgoz). Azezit em c’hichenn ouc’h an daol, Pilgoz a zeou, Lukaz a gleiz. Mat. (Pilgoz a denn eus e c’hodell, hag a laka, war an daol, kalz paperiou a bep seurt.)
Setu ar paperiou, aotrou Kenkiz.
Mat. Piou ac’hanoc’h a zo heritour tosta an hini maro ?
Me, me, me ! Aotrou.
N’eus ken nemet ho tri ? Klevet em eus en doa lezet Fanch, war e lerc’h, pevar niz, ha ne welan nemet tri aze ; ia, avat, unan, daou, tri. (O komz hueloc’h). Aotrou Pilgoz, peleac’h ema ar bevarded niz ? (Pilgoz, bouzar, ne finv ket. Kenkiz, o krial a bouez penn) : Peleac’h ema ar bevarded niz ?
Krampoez gwiniz eo a c’houlennit ? Mat. Mond a ran da gerc’hat. (Sevel a ra).