Unan, daou ! unan, daou ! unan, daou ! (Dont a reont ebarz, an eil war-lerc’h egile, Lukaz er penn ganto. An holl a lavar atao, unan, daou, unan, daou. Pep hini a zoug eun dra bennak da goania, bara, boutaillou, kig, traou a bep seurt).
Paouezit aze ! (An holl a jom a zav sounn).
Deuit, va bugale geiz, deuit Lanig, Jopig, Lomig, Herrig, Kouig, Laouig ha Perig. Likit an traou war an daol.
Ia, va zad.
Gortozit eun tamm. Ezomm hor beus eus eul leac’h bras awalc’h e kreiz an ti. Lukaz, lekeomp, hon daou, an daol en eur c’horn. (Ober a reont). Mat. Breman, va bugaligou, likit an traou war an daol.
Ia, va zad. (Lakaat a reont).
Selaouit mat. O vont d’en em guzat er penn all d’an ti emaomp, c’houi ha me, hep goulou. Lukaz a jomo aman, hep goulou ive, da c’hortoz ac’hanomp. N’ho pezo aoun rak netra, n’euz fors petra a welot. Eur c’hoari ne vo ken. Pa c’halvin ac’hanoc’h, dioc’htu e teuot o youc’hal bras, hag en em lekeot da zansal en eur gana ar ganaouen An teir Moualc’h. Anaout a rit mat, ket ta, ar ganaouen nevez se, An teir Moualc’h ?