Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —
Klaoda
Da biou an dillad hag an arrebeuri ?
An tri
Da Glaoda.
Klaoda
Da biou ar vioc’h zu ?
An tri
Da Glaoda.
Klaoda
Da biou ar penmoc’h gwen ?
An tri
Da Glaoda.
Klaoda
Mat. Eur pennadig zo, edoc’h o vont da laerez e zac’had liardou. Ha ma teufe Klaoda da c’houzout ho troiou fall, petra a lavarfe ?
An tri
Truez en defe ouzomp. Hennez a zo bras e vadelez. (Klaoda a ya kuit goustadik hep lavaret ger).
XVII DIVIZ
Maze, Iann, Biel (dindan al lienen atao hep gouzout eo eat Klaoda kuit).
Iann
Aotrou an Ankou ! (Respount ebet).
Biel
Aotrou an Ankou ! (Respount ebet).
Maze
Aotrou an Ankou benniget ! (Respount ebet).