Ha d’in ive, ha d’in ive, mar plij.
Eur banne gwin, mar plij.
Peoc’h, peoc’h, ho tamm ho pezo pep hini. Bezit dinec’h. (An holl a zebr).
Ia, eur pennadig zo, edoun o lavaret d’it ez oaz re vat evit da dri c’henderv.
Ha me a lavar d’it, Lukaz : red eo d’eomp beza madelezus evid ar re all.
An tri ze n’eo ket ker fall o c’haloun evel ma ’z eo berr o spered. C’hoant bras o doa da gaout va gweneien. Tri mil lur am eus, ha kalz traou oc’h penn. Ar re ze a zo paour. Me zo pinvidik. Rei a rin d’ezo, Lukaz, va zri mil lur, mil lur da bep hini.
Te zo foll mik, Klaoda, te a zo troet neat da spered, paour keaz !
Kig mar plij, tata, kig. (Klaoda a ro).
Ne ket troet va spered ; tamm ebet an holl. Ober a rin an traou gant furnez. Lakaat a rin an tri mil lur ze da c’hounid evito, hag e roin an arc’hant da c’hreg pep hini anezo, deiz an eureujou.
Te zo re vat ; her lavaret em eus meur a weac’h.