Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —
Hirvoudi ha krial a reont a unan. Goude eur pennadig, an tri a ziroll da c’hoarzin hag en em laka da gana, a unan.
KANAOUEN
War don anavezet : An hini goz.
DISKAN
- Er baradoz
- Tonton koz,
- Er baradoz
- Chom da viken,
- Laouen.
Maze
Ni hon tri zo laouen ive,
Gand da zanvez, gand da leve.
An tri
Er baradoz…
D’eomp ni ar zac’had aour melen
D’eomp an holl besiou arc’hant gwenn
An tri
- Er baradoz…
Maze
An eontrig, pa vez maro mik,
An nized a vez pinvidik.
An tri
- Er baradoz…
Biel (gand eur vouez flour).
Deuit, merc’hed koant, en hon ti,
Mat omp, breman, da zimezi.
An tri
- Er baradoz…