Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Round. An daol round a voa anezi eur varc’hegiez savet evit eur mennoz hepken, da lavaret eo Klask an Hanaf Santel. Bez’e c’houzer, a hend all, n’oa an daol round, ken taol nemet an hini ma azezas outi kor Zalver gand e zaouzek abostol, deiz kent e varo, ha n’oa, an hanaf santel ken anaf nemet ar c’halir en devoa, en e zaouarn sakr, o koania evit ar weach diveza.

An enklask diwarbenn an hanaf santel a zo hano anezan a bez, e buez Peronig. Ar paour keaz breizad se a zo henvel beo ouz Peredur, eus bro Gambre. Diwiziek hag abaf eun nebeut, eveltan, araok ober e daoliou ken kaer, e teu, eveltan ive, da c’hounid ar goaf diamant a laz, hag ar vasin aour a ro ar vuez d’ar re varo. I o daou a zo bet roet d’ezo, gant Doue, hep marc’hata, an ijin, ar galounded, ar zioulded, ar renadur warnan an unan. I o daou a bign beteg ar c’hargou ar re vrasa.