Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Karr ar c’horfou maro eo, warnan eur ballen zu ha daou varc’h du ouz e gas. Ema an Ankou war skabel ar c’harr, o lakaat e skourjez da strakal, hag o lavaret hep ehan :
Distro pe me az troio ! Distro pe me az troio ! Yann hep aoun ebet, a ro d’ezan frankiz da dremen.
— Petra ’rez te ama, dre an hentchou, ken divezad ?
— Krapa, ha dont rust.
— Ha da beleac’h ez ez ’ta, Ankou, ma ’z eus kemend a vall ganez ?
— Mont a ran da gerc’hat an hini maro a gomz hag a gerz evit c’hoaz ; mont a ran da gerc’hat Yann Postik.
Yann a ziroll da c’hoarzin, hag a gendalc’h gand e hent.