Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
gazeg, an ebeul ouz he heulia, pell diouti, p’eo gwir e chom da zibri an tammouigou bara.
Breman an ebeul en em gav e unan, Rojear a zo eat kuit pell.
Tostaat a ra goestad neuze, Peronig, ha staga ar c’habestr outan, ha pignat war e gein, hag i o daou er c’hoajou doun.
Peronig a gren gand ar spount ; a weachou eun islounk euzus a zigor dirak an ebeul ; a weachou pikolou mein en em zistag diwar laez, evel pa vent o koueza warnan ; a weachou ar gwez en em laka da zevi. Mat ; kement se holl n'eo ken tra nemet troïdellou ar c’helchier, hag an ebeulig en em gav, breman, gand eur gompezen.
Bez ez eus, en he c’hreiz, eur wezen avalou leun a frouez ma chom dirazi ar c’hornandoun, e gleze en e zourn.
Dal ma wel Peronig, e laosk eur griaden