zeliad, siouaz ! a zo c’hoarvezet gantan kaout eur gouli marvel digant taol eur goaf m’edo kontamm outan.
Enkrezet meurbed, ha leun c’hoad, e tistro, a boan vras, d’e gastel Kanoel, ha tud e di a zeu raktal d’her c’haout evit her c’hennerza.
Pedi a reer da zont ar vedisined eus ar re vrudeta. Dont a ra eur c’halz anezo, mez hini ebet n’eo nag evit gouzout pe gontamm a oa oc’h ar goaf nag evit ober louzou krenv awalc’h da gas er meaz eus e gorf ar boan a grign anezan.
Hag ar c’hontamm a ya dounoc’h douna en e wazied, ha setu kaloun ar brezeliad o vont mui oc’h mui war yennaat dindan enkrez ar maro.
Ema o vont da vervel ma ne zen den da rei sikour d’ezan. Mat ; sonjal a ra e Yzeult ar Rouanez, e Yzeult a ve, hep mar ebet, goest d’hel lakaat pare m’her gwelfe war e dremenvan.