Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/10

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —
Laouik

Ha d’id ive, Kerangal. Mont a ra mad atao, gan-ez, Kerangal ? Hag an itroun Kerangal ? Mad ez a ar bed gant-hi ?

Kerangal

N’oun ket dimezet.

Laouik

Gwir ? Pegen diot oun me ! N’em boa sonj ebed. euz a gement-se. Mar ec’h euz c’hoant da gaout eur c’huzul fur, dimez, Kerangal, dimez buhan. Me zo diou weach intanv, mes ne jomin ket pell va unan evelse. C’hoant awalc’h am euz da gemeret eun deirved maouez ; ia Kerangal, ia, ha te zeuio d’ar friko.

Kerangal

Me zo deuet da c’houlenn ouz-id…

Laouik

Te zo mad dreist an holl da zimezi. Te zo eun tamm bouzar da skouarn ; gwell a ze. Er c’hiz se ne glevi ket da hini goz o krial, o c’hlabouza hed an deiz penn da benn.

Kerangal

Me zo deuet da c’houlenn…

Laouik

Da zillad eureud, Kerangal, ne goustint ket ker d’id. Te zo kemener, eur c’hemener fin, eur c’hemener lemm e spered. Da zillad eureud a vezo great evit ar gwella gan-ez, hag evit netra, kouls lavaret. Ne ket ta ?

Kerangal

Me zo deuet…

Laouik

Me zo da vignoun a greiz va c’haloun, Kerangal.