Mil kurun an diaoul ! Me zo skuiz maro gant ar jabadao ze.
Skuiz maro ! ne ket echu koulskoude, an abadenn. Red eo d’eomp derc’hel ar c’hoari-gaer ze eun nebeudik amzer c’hoaz. O sellet war zu ar meaz. Diwallit ; azezit buhan. Setu an aotrou Guilcher o tont. Diwallit mad.
Peleac’h ema an hini klanv ?
Setu hen, aotrou Guilcher.
Ha pe seurt klenved a zo kroget enn-han ? Mar d’eo an dersienn, ar vosenn, ar gor, ar rouign, an drouk-mean, an drouk Sant Anton pe draouigou all er c’hiz se, ne fell ket d’in e barea. Ne fell d’in me parea nemet klenvejou dibaot, klenvejou iskiz. ha ne weler ket anezo bemdez, klenvejou goest da rei eur vrud dispar d’am hano.
E glenved a zo dibaot evel ma c’houlennit, aotrou medisin. Hennez a fell d’ez-han mont da Baris raktal da werza da zaou vedisin brudet e gorf paour goude e varo. Ne c’hellomp ket e zerc’hel sioul, Jakez na me.