Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —
Kraper

Ha perak ta n’emaoud ket te enn e gichen, Jakez ?

Jakez nec’het neat evit respount

Evit ober… evit ober… evit…

Saïk

Ni zo deuet aman buhan ha buhan da gempenn ar gwele ma vezo lekeat Laouik da c’hourvez war-n-han.

Kraper

Mad. Me zo aman a berz an aotrou Guilcher evit teurel evez oc’h Laouik, beo pe varo. Guilcher, c’houi a oar, en deuz prenet ar gwir da ober eur studi gwiziek war gorf maro Laouik, o tiskouez eur paper. Setu ar paper sinet gant Laouik. Rak se : Enn hano al lezenn, me Paol, Stephan, Maze, Izidor Kraper, urcher, a vir ouz-oc’h da zebelia Laouik kent na zeuio Guilcher, medisin.

Jakez

N’her graimp ket, ken nebeut.

Kraper

Gwella zo ; me a jomo aman da c’hortoz korf Laouik da zont, ma welin mar d’eo maro evit gwir.

Saïk, d’an dud

Ho ! la la ! diwallomp, taolomp evez. Ma ne c’hellomp ket kas kuit Kraper, eo great gan-eomp.

Kraper

Ac’hanta ! pe seurt komzou eo m’emaoud o kroslllolat aze te ?

Saïk, krenv ha rust e vouez

Emaoun o lavaret d’e-hoc’h mont kuit ac’halen