Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —

raktal. Pe seurt gwir ho peuz da jom da c’hortoz aman an hini maro ? Daoust hag eo c’houi e dad, e dad koz, e vreur, e genderv, e baeroun ? Mil diaoul ! Livirit, ta, livirit.

Kraper

N’oun ket, gwir eo.

Saïk

Mad ; it er meaz, neuze, ha roit peoc’h da dud keiz a zo rannet o c’haloun gant maro eun den ker fur. A hend all, petra zo skrivet war ar paper ? Diskouezit anezhan d’in ta ? Kraper a ro. Lennit, er penn diveza.

Kraper, o lenn

Evit ar gwir ze, an aotrou Guilcher a ro e c’her da baea mil lur d’am heritourien kerkent goude va maro.

Saïk fouge enn-han

Hein ? Petra an dra ze ? Kerkent gonde va maro ! It da gaout an aotrou Guilcher ha na zeuit enn dro, hen ha c’houi, nemet o tigas mil lur gan-e-hoc’h. Anez ne zeuot ket aman. Klevet a rit hu ?

Kraper drouk enn-han

Lez da ober, va mignoun. Ne rin nemet mont ha dont enn dro, Guilcher gan-en. Kraper a ia kuit.


XXI DIVIZ


Saïk, Jakez


Saïk

Kea ta, kea ta, koz tamm urcher grignouz !

Me a gave d’in ne vije ket eat kuit morse. Hastomp affo Jakez, rak n’em euz ket leinet ha naoun du am euz.