Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/35

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

d’in eun dournad mad a arc’hant. Laouik a ro e vil lur da C’huilcher.

Guilcher, o kemeret

Perak ta, ha penaoz ?

Laouik

Va zintin goz benniget, c’hoar va zad koz, a zo maro. Hounnez he doa he zammik peadra e ti an aotrou Bernez hag he deuz va lakeat da heritour war-he-lerc’h.

Saïk, atao er gwele, d’an dud

Pebez taol chans d’al lakipod se ! Da Laouik. Ha me, va mestr, ha nvem euz ket great labour vad evidoc’h ?

Laouik

Te a zo dleet d’id arc’hant evit c’huec’h miz labour. Dal, va mab, hag ugent lur oc’hpenn. Rei a ra. Mes ne ket echu c’hoaz evit mad an traou. Jakez, setu arc’hant. Kea hep dale da gaout Bongors, Gwenn ha Kerangal, ha ro da bep hini anez-o ar pez zo dleet.

Jakez o kemeret an arc’hant

Ia va zad ; mont a ran dioc’htu. Jakez a ia kuit.

Laouik

Ha diwar-vreman, ar pez a brenin, her paein raktal, hep gortoz eun dervez zoken. Pa jom evelse unan bennag hep paea, ar pae a zeu da veza diesoc’h a zeiz e deiz, e c’hellit kredi.

Guilcher

A hend all, eur maread tud zo ha ne zeu ket d’ez-o liardou, eun dintin goz da baea o dle.