Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/8

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —
Jakez

Eo, eo, va zad.

Laouik

Me a lavare d’ez-han : Poent eo, va mab, poent eo d’eomp paea hon dle d’hor mignoun ker, an aotrou Bongors.

Bongors oc’h astenn e zourn

Mad ; pemp lur hag hanter kant eo.

Laouik, oc’h ober neuz da veza laouen.

Gwir ? pemp lur hag hanter kant ha netra ken ! Me a zonje d’in e tlienn d’e-hoc’h an hanter muioc’h ! Pemp lur hag hanter kant ! N’eo netra, ha warc’hoaz vintin e paein ac’hanoc’h betek an diner diveza.

Bongors

A bell zo e kanit ar ganaouen ze d’in. A vouez hueloc’h. Selaouit mad, evit ar weach diveza. Ma n’em bezo ket arc’hant digan-ehoc’h warc’hoaz vintin, lakaat a rin gwerz war-n-oc’h, evel m’am euz lavaret.

Laouik

Warc’hoaz vintin, sur, ha gwella zo, hirio, marteze diouc’h ar pardaez, rak o c’hortoz arc’hant dleet d’in emaoun.

Bongors

Gwerz war-n-oc’h, warc’hoaz, gwerz war-n-oc’h ! Taolit evez ! Bongors a ia kuit.


IV DIVIZ


Laouik, Jakez


Laouik

Gwerz war-n-oc’h ! Gwerz war-n-oc’h. Klevet ec’h euz, Jakez, klevet ec’h euz an den lard se ?