Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/10

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —
Eun den

Daouzek kwenneg.

Kreac’h

An holl a dav ? Daouzek kwenneg, daouzek kwenneg, Unan, daouzek kwenneg, daou… O skei gand ar morzolig. Tri. An den a gemer ar vegin hag ar skubell.

Kreac’h o tiskouez ar pod houarn koz ha merglet.

Sellit adarre ; ar pod houarn ze, evitan da veza koz, e c’heller evelato lakaat ar zouben da virvi ennan. Pemzek kwenneg ar pod, pemzek kwenneg ar pod houarn ! Piou a fello d’ezan her prena ? Pemzek kwenneg!

Eun den

Pevar real.

Kreac’h

Den ebet ne ro muioc’h ? Den ebet ? Pevar real, unan, pevar real, daou… O skei gand ar morzolig Tri ! An den a gemer ar pod houarn.

Kreac’h, o tiskouez eur bern gwiskamanchou koz, koeffou, lerou, saeou roget, pilhou a bep seurt.

Ar bern ze a bez evit daouzek real. Piou a breno ? Piou a bren ?

Eun den

Trizek real.

Eun den all

Pemzek real.

Eun den all

Seitek real.

Eun den all

Triouec’h real. An holl a dav.