Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/11

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —
Kreac’h

Triouec’h real, triouec’h real, unan… daou…

Eun den all

Ugent real.

Kreac’h

Deomp ’ta, ugent real, ugent real, unan… ugent real, daou… O skei gand ar morzolig. Tri ! An den a gemer ar bern koz traou hag an holl a ya kuit, nemet Kreac’h, Jobig ha Yann.


4 DIVIZ


Kreac’h, Jobig, Yann


Kreac’h

Echu ar werz, Yann, ha talvoudegez an traou gwerzet a ra, en holl, nao lur ha seiz gwenneg. Evid ar mizou, avat, red eo d’eoc’h lezel ganen dek dre gant, da lavaret eo naontek kwenneg. O rei arc’hant da Yann. Setu ho mouneiz, eiz lur hag eiz gwenneg.

Yann, o kemeret an arc’hant.

Bihan dra, sur. N’eus fors ; gwelloc’h eo evit netra, evelato. Kenavo, aotrou Kreac’h.

Kreac’h

Kenavo ! Kreac’h a ya kuit.


5 DIVIZ


Yann, Jobig


Yann

Selaou, Jobig, selaou evit mat gant da ziouskouarn. Eun dra a bouez am eus da lavaret d’it.