Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/12

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —
Jobig

Pehini ’ta ?

Yann

Evidoun da veza kroget gant va eiz vloaz ha tri ugent, va c’halon a zo ken tomm hag hini eun den yaouank flamm.

Jobig

Gwir ? Daoust hag e ve kollet da skiant vat, Yann ?

Yann

Va c’halon, Jobig, a zo leun a deneridigez, leun a garantez, evel pa ve enni eun tantad tan henvel ouz an hini a reer da c’houel Sant Yann Vadezour, va faeroun. Me fell d’in dimezi, Jobig, ya, Jobig, ar c’henta ’r gwella.

Jobig, souezet neat.

Gant piou ?

Yann

Gand eur vaouez.

Jobig, o c’hoarzin.

Her c’hredi a ran hep poan, sur. Ha n’ec’h eus ket a vez ? Eur zizun zo, hepken, ma ’z eo Barba, da c’hreg, o kousket sioul er vered. N’ec’h eus ket a vez ?

Yann

Mez ebet, Jobig. N’em eus karet biskoaz Barba ; hounnez a dremene he dervez o c’hragachat hag o c’hrignouza, hag he nosvez o pazaat hag o skopa. Hounnez a zispigne va feadra a bez, gand ar c’hafe du hag ar butun fri.

Jobig

Ha piou eo ar vaouez nevez a ra kemend all a blijadur d’az kalon ?