Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —
Yann
Terezig, merc’h ar c’here koz.
Jobig
Tao, paotr. Me a wel sklear breman da droiou. Terezig a zo divalo bras. Hounnez a zo luch ha pikous he daoulagad ha tougn e fri.
Yann
N’em eus ket ezomm eur vaouez koant.
Jobig
Ne jom ket eun dant hepken en he ginou.
Yann
Gwell a ze. Ne grogo ket ennoun.
Jobig
Gagouillat a ra ; besteod eo ma ’z eo eun druez.
Yann
Gwell a ze. Ne dorro ket va fenn d’in.
Jobig
Koumprenn a ran evid ar gwella. Ar c’here koz a zo klanv bras a bell zo. Ema war e dremenvan kouls lavaret. Ker piz eo ha te, war a leverer, ha, pa varvo, te, va Yannig, goude beza kemeret e verc’h, a grogo ive er zac’had liardou. Ha ne ket gwir, krafer koz, ne ket gwir ?
Yann
Karet a ran Terezig a wir galon.