viken (eur pok). War an douar paour ma, n’eus nemet eun ebad hepken, an arc’hant, n’eus nemet eun dudi hepken, an arc’hant, n’eus nemet eun eurusted hepken, an arc’hant ! O krial. O ! arc’hant kaer ! arc’hant dispar ! arc’hant mat dreist pep tra ! O c’hoarzin gand eur glas c’hoarz. An Aotrou Doue a zo galloudus, dioc’h a leverer, mes ne glever ket anezan ; ne lavar morse ger ebet da zen. C’houi, er c’hontrol, arc’hant benniget, aour benniget, c’houi a vez flour ho mouesiou, pa vezont o tiridignat laouen evel kleierigou. Den n’en deus gwelet biskoaz an Aotrou Doue, eleac’h c’houi, a heller ho kwelet hag ho karet. Me fell d’in ho kwelet eur weach c’hoaz. Deomp ’ta. Diskoulma a ra ar zac’had hag e laka e denzor war an daol. Bez’ ez eus, er pakad ma, nao bilhed mil lur war-nugent ; er pakad se, unan, daou, tri, pevar, pemp, c’houec’h, seiz, eiz, nao, dek, unnek rollad mil lur aour melen.
Riwal ha Jakou a zeu, o daou, en ti, didrouz, hag a jom en o za, e goueled an teatr, hep beza na klevet na gwelet gand Yann. Riwal a zo en e zourn eur zac’h goullo, bras ha ledan ; Jakou a zo gantan eur gordenn.
An dra ze a ra, feiz va Doue ! daou ugent mil lur arc’hant mat. Ouspenn ze bet em eus, digant koz traou Barba, eur bernig gwenneien. An dra ze a ra, en holl, mar ouzoun kounta mat, daou ugent mil lur hag, ouspenn, eiz lur hag eiz gwenneg war ar marc’had. O c’hoarzin. Ha, ha, ha ! plijadur vrasoc’h eget n’eus fors pe seurt plijadur all. Mat ; awalc’h