Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/20

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —
Yann dinerz e vouez.

Ne fell ket d’in.

Lan

Klanv bras oc’h, tonton ; c’houi, marteze, a blijfe kentoc’h d’eoc’h e teufe eur beleg d’ho kwelet ?

Yann, krenvoc’h e vouez.

Nann ! nann ; beleg ebet, beleg ebet.

Maze

Petra a fell d’eoc’h neuze ’ta ?

Yann, raoulet e vouez ha tenval e zremm

Va arc’hant… va… arc’hant, va… va… E benn a stou war e galon.

Lan

Sell ’ta, Maze, sell ’ta ; mervel a ra, sur, mervel a ra. Yann a jom diflach. Maro eo. Ar medisin a zeu.


13 DIVIZ


Ar Medisin, Lan, Maze, Yann diflach.


Ar Medisin

Dougit an den ze buan buan d’ar gambr all, ma welin sklearoc’h, tost d’ar prenestr. Lan ha Maze a ya kuit, o tougen Yann.


14 DIVIZ


Ar Medisin, e unan d’an dud.

An dud diwar ar meaz a vez holl henvel poch an eil ouz egile. Gervel a reont ar medisin da zont, ne