Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/21

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

ket pa vez klanv eun den bennak, mes pa ’z eo maro. Evelse an traou ne badont ket pell ha ne zeuont ket da vad evidomp, nann ! Er c’hontrol, pa vez hir eun tammig ar c’hlenved, ar vedisined a vez gwelloc’h o gounid. Ya ! Lan ha Maze a zeu en dro.


15 DIVIZ


Lan, Maze, Ar Medisin


Lan

Douget eo ar c’hlanvour, er gambr all, aotrou medisin.

Ar Medisin

Mat ; emaoun o vont da welet pe varo eo pe veo. N’em eus ket ezomm ac’hanoc’h. Chomit aman d’am gortoz. Ar medisin a ya kuit.


16 DIVIZ


Lan, Maze


Lan

Me a zo bras va nec’hamant, Maze, gand an aon rak maro va eontr.

Maze, oc’h ober goap eun tammig.

Ho karantez evitan a zo ker birvidik se ?

Lan

N’eo ket, pell ac’hano. Ar re biz eveltan ne vezont ket karet start, mes va eontr en doa kemennet d’in dont aman, warc’hoaz, da vont gantan da di an noter