evit ober e destamant ha lezel d’in e holl vadou war e lerc’h. Mat ; mar d-ema va eontr o vont da vervel breman, ar madou a yelo kuit dindan va fri a denn askell, Maze, buanoc’h eget eur vandenn vrini.
Marteze ne d-aint ket kuit. Ha, da genta, red eo d’eomp gouzout ha marvet eo evit mat hoc’h eontr. Sellit ! Setu ar medisin o tont en dro ; ni a ouezo. Ar medisin a zeu.
Echu eo. Maro eo ha maro mik. N’em eus ken mui da ober breman nemet mont kuit. Ar medisin a ya kuit.
Sell, Maze, sell. Ar zac’had arc’hant a jom sioul bras aze, war an daol. Ha ma krogfen ennan ? D’in me eo, p’eo gwir e felle d’am zonton lezel d’in e vadou a bez war e lerc’h. Ne ket ’ta ?
N’her grit ket, Santez Anna Wened ! n’her grit ket. Lavaret a rafed e vijec’h eul laer. Ne ket evelse, mestr, e tleomp labourat. Red eo d’eomp gounit an arc’hant se goustadik ha dre guz. C’houi welo. O sellet warzu ar meaz. Sellit ! An Aotrou Doue hag an