Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/23

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

holl zent a zo ganeomp. Setu o tremen Laou, ar paotr saoud. O vont da gorn an teatr hag o c’hervel. Laou ! Laou ! Laou a zeu, e fouet ouz kerc’henn e c’houzoug.


19 DIVIZ


Lan, Maze, Laou


Laou

Petra zo ? Petra a fell d’eoc’h ?

Maze

Selaou, va mignonig, kerz buan da di an aotrou Marzin, noter, ha lavar d’ezan eo Yann klanv bras. Koumprenn a rez ?

Laou

Feiz ! ne ket dies her c’houmprenn ; me n’oun ket eur ginou patatez. Ha n’e deus ken ?

Maze

Eo, eo. Lavaret a ri, d’ezan, ouspenn, dont aman buana ma c’hello, p’eo gwir en deus, Yann, c’hoant bras sevel e destamant araok mervel. Gra mat ar gefridi, ha me roio d’it warc’hoaz pevar real. Kerz buan. Laou, c’hoant gantan c’hoari, a laka e fouet da stlaka diou pe deir weach.

Maze

Kerz buan ’ta, eleac’h chom da c’hoari. Laou a laka adarre e fouet da stlaka.

Maze, droug ennan

Hast affo ’ta, tignouz, kea kuit.

Laou

Ya, redek a ran. Laou a ya kuit.