Mat, mat ; it atao ; skriva a ran.
Me, Yann ar Fourn, intanv, ha bugel ebet d’in, a fell d’in lezel va madou evel ma vezo lavaret aman warlerc’h : Da genta, lezel a ran ar zac’had ma ’z eo ennan va gwenneien holl, d’am niz Lan, a garan a greiz va c’halon. Lan a ra neuz da c’houela, hag a vlej krenvoc’h krenva.
Ha netra ouspenn n’hoc’h eus da lakaat war ar paper ?
Eo, eo, aotrou noter. Traou all am eus c’hoaz da lavaret.
Pere ?
Va niz a zo gantan eur mevel fur, sentus ha leal ; hen anaout a ran mat ; Maze a vez great anezan. Lezel a ran ’ta da Vaze, mevel e ti va niz Lan, pemp mil lur arc’hant brao ha kountet mat.
Lampoun ! lakepod ! petra a rez, laer ? Me a skoio start, ganez, bremaïk, bez dinec’h.
Lezit ar c’hlanvour da ober ar pez a blij d’ezan. Ha netra ken, Yann ?