Eo, eo. Maze a zimezo dizale, m’oarvat. Anaout a ran e garantez, me ; Mac’harid eo he hano. Eur plac’h yaouank mat eo, evel ne weler ket kalz evelti. Etouez an holl blac’hed eus ar barrez, hounnez n’he deus ket he far e kenver an onestiz.
Ha tevel a ri, boued ar gordenn, paotr ar groug ? Daoust hag a zo kollet da spered, kre mil gurun ?
Roit peoc’h ’ta, erfin ; faouta a rit va fenn o krosmolat evelse. Ha goude, Yann ?
Ya. Lezel a ran da Vac’harid, evit dimezi gant Maze, pemp mil lur arc’hant mat ive.
Mil malloz warnout, koll bara, marc’h an tan-foultr.
Ha mat eo evelse, Yann ?
Ya, aotrou noter, echu eo, breman, evit mat.
Mat. Sina a ran ar paper. O komz ouz an daou dest. D’eoc’h breman. Skrivit hoc’h hano, ive, ho taou, e lost ar paper. An daou dest her gra, an eil goude egile.