Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/28

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —
Maze, oc’h ober neuz da veza gwall-glanv.

O la la ! O la ! va fenn a dorr ; an tan a grog em bouzellou ; emaoun o tislounka va lein ; emaoun o vervel hep dale, sur. O va Doue, o va Doue ! me fell d’in ma teuio aman bremaïk va zad kovesour. O la la ! nag a boan d’in, nag a boan ! Marzin a ya kuit en eur zellet ouz Maze gant truez. An daou dest a ya kuit oc’h heulia Marzin.


24 DIVIZ


Maze, atao er gwele. Lan


Lan, kounnar ennan.

Deus breman, laer touet, gaouiad daonet, deus buan ma trouc’hin da ziouskouarn d’it. Lekeat ec’h eus en testamant, evidout hag evit da ziaoulez a Vac’harid, ar bederved lodenn eus madou va zonton. Da groc’hen a baeo, sur. Sao dioc’htu, lorgnez ! Sao buan !

Maze, er gwele, o tirolla da c’hoarzin.

Ha, ha, ha, ha !

Lan, kounnar atao ennan.

C’hoarzin a rez ? me az lakaio buan da c’hoarzin gand eur gwiskad taoliou baz, te welo.

Maze, o c’hoarzin mui oc’h mui.

Ha, ha, ha, ha !

Yann a zeu, laouen e zremm.