Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/30

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

se tennet va zac’had dioc’h skilfou al laeron. Ho kaout a ran a nevez, arc’hant hag aour, pesiou sklearoc’h eget an heol, bilhejou glasoc’h eget an nenv. Ho karet a ran muioc’h eget va yec’hed, muioc’h eget va buhez zoken. Dinerz e vouez gand ar c’hoant kousket. Bezit laouen ! Evesaat a rin ouzoc’h, hiviziken, evel… evel… ar mesaer ouz e zenved. Mont kuit ho poa great… pell diouzin, arc’hant ker ; kollet e oac’h, evel an danvadez… an danvadez dianket…

Perig, er meaz.

Anaout a ran ive, me, eun danvadez dianket.

Yann souezet, a greiz e gousk.

Petra glevan ? Piou a gomz aze ? Eur follentez bennak epad ar c’housk eo. Klevet em eus, evelato, eur vouez a lavare kemend a lavaren me va unan. Mat ; eun hunvre n’eo ken.

Perig, er meaz.

C’houi eo an danvadez dianket, tad koz karet.

Yann hanter gousket atao.

Tad koz, tad koz ! piou am galv ? N’em boa ken bugel nemet eur mabig bihan, seiz vloaz, ha marvet eo tri bloaz zo. Petra zo, va Doue ? Perig a zeu, goustadik, eur zae c’hlas sklear en dro d’ezan, o tiskenn beteg e dreid, eur zeizenn aour en dro d’e vleo.


27 DIVIZ


Yann, oc’h huvreal atao. Perig


Perig

Ya ; mervel a ris, tri bloaz zo ; beo buhezek oun, evelato, gand eur vuhez eurus a bado da viken.