Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/31

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —
Yann, tenereat e vouez.

E peleac’h, va bugelig, e peleac’h, va c’heazik ?

Perig

Er baradoz, o c’hoari gand an ealedigou. Pedi a ran start evidoc’h, bemdez, tad koz, an Aotrou Jezuz hag ar Werc’hez venniget. P’am eus pedet mat, ar Werc’hez a ro d’in pokou c’houekoc’h eget ar mel.

Yann

Ha perak ’ta e rez kemend all a bedennou evidoun ?

Perig

Evid hoc’h ene paour ; evid ho silvidigez ; evid ho lakaat da zistrei ouz Doue. Gand eur garantez direiz henvel ouz an hini hoc’h eus evid an arc’hant, bale a rit war eun hent spontus ma ’z eer gantan war eeun d’an ifern. Me ho kar a greiz va c’halonig, tad koz ; me fell d’in pokat d’eoc’h. Pokat a ra da Yann, hanter gousket atao. Setu an deiz o sevel. Poent eo d’in mont en dro d’ar baradoz. Perig a ya kuit war e gil, o sellet atao ouz e dad koz.


28 DIVIZ


Yann, e unan, o tihuna hag o frota e dal gand e zourn.

Pebez burzud ! Pebez eurusted ! Va c’halon a lamm, em c’hreiz, gand eul laouenidigez evel n’em eus tanvet biskoaz eun all henvel outi. Daoust hag em eus gwelet va mabig en eur huvreal ? Daoust hag em eus her gwelet evit mat ? N’eus fors. An Aotrou Doue eo, sur, en deus hen digaset davedoun. Gwelet a ran ar wirionez breman. Pardounit ac’hanoun, Doue madelezus ; distaolit diwarnoun an droug am eus great, en eur garet an arc’hant muioc’h eget n’em eus karet ac’hanoc’h. Pardoun ac’hanoun, bugel