Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/32

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

muia karet, bugel santel, bugel marvet, ha marvet dre be c’hiz ? Ruzia a ran gand ar c’heuz d’am zorfed. Me eo em eus da lazet, krouadurig paour ; me eo em eus da lekeat da vervel gand an naon, abalamour d’ar bizoni euzus a grigne va c’halon fall. Pardoun ac’hanoun, ealig Doue ! O skei ouz e galon. Ar galon ma a vezo mat, hiviziken, evid an Aotrou Doue, evid ar beorien, evid an nesa, evid an Anaon. O sellet ouz ar meaz, hag o c’hervel Jobig o tremen. Jobig ! Jobig ! ne d-a ket larkoc’h, deus eun tammig, me az ped ; me am eus da gomz ouzit. Jobig a zeu.


29 DIVIZ


Yann, Jobig


Yann

Selaou mat, Jobig. Red eo d’it, hep dale, beza krog gand eul labour am eus da rei d’it ; te a zo, Jobig, eur c’hemener dispar, dioc’h a leverer.

Jobig, fouge ennan.

Her c’hredi a rafen awalc’h, p’eo gwir eo lavaret an dra ze gand an holl.

Yann

Ya. Krog gant da labour, neuze, a wir galon, ar c’henta ’r gwella. Me fell d’in kaout dizale, diwar da zourn, Jobig, gwiskamanchou eus ar re gaera, gwiskamanchou eun den a zoare.

Jobig, souezet.

Na perak ’ta ? Ouspenn tregont vloaz zo, Yann, n’eus en dro d’it nemet pilhou ha koz tammou dilhad fall. Ha ! koumprenn a ran ! evit da eureud gant Terezig eo, sur, e fell d’it beza kempennet ker brao ze.