N’eo ket, Jobig ; fazia a rez. Terezig a zo pell pell dioc’h va mennoz breman. A hend all, daoust ha n’ec’h eus ket lavaret d’in, te da unan, ha n’eus ket pell, e oa Terezig luch ha pikous he daoulagad, tougn he fri, ha balibouzik he zeod ?
Hel lavaret em eus, gwir eo.
Mat ; lezomp ar plac’h keaz se a gostez. Me fell d’in kaout gwiskamanchou brao, dre ma ’z oun pinvidik hirio, eleac’h beza paour evel ma ’z oan deac’h, gant daou ugent mil lur o louedi em zac’h. O kemeret arc’hant er zac’h. Dal, Jobig, setu daou c’hant lur da genta, da brena evidoun mezer eus ar re vraoa.
Petra zo c’hoarvezet ’ta ? An truilhek se, hag e oa ker piz deac’h, a zo deuet da veza, en eun taol, bravoc’h eget eun impalaer !
Chom a rez souezet maro, Jobig. Selaou : mouez an Aotrou Doue he deus komzet ouzin, dre vurzud, epad an noz. Piz bras e oan, deac’h ; hirio n’oun mui an distera. Va gwenneien, diwar-vreman, Jobig, a dalvezo d’in dreist-holl da ober ar vad.
Lavar d’in ’ta, da vihana, ar burzud ac’h eus gwelet a greiz da gousk.