Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/34

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —
Yann

N’her grin ket. Kuzet eo, ha kuzet e vezo, da viken, e goueled va c’halon laouen. Kea buan da ober va dilhad nevez, na pa ne ve nemet evit ma vezin gwisket dereat, disul kenta, evid an oferenn bred.

Hag en eur dremen, lavar d’am niz Lan, me az ped, dont aman dioc’htu d’am c’haout.

Jobig

Ober a rin ar gefridi. Kenavo, Yann. Jobig a ya kuit.


30 DIVIZ


Yann, Fanch


Fanch, klasker bara, e goueled an teatr.

Roit eur greunenn vara d’in, en han’ Doue. Ho pet truez ouz eur paour keaz koz. N’em eus debret tamm daou zervez zo. An Aotrou Doue ho pinnigo.

Yann

Deuit ebarz, mar plij, deuit ebarz hep aon ebet. Fanch a zeu. N’eus ket pell, va den mat, e oan ker paour ha c’houi ; mez eur bern brao arc’hant a zo deuet hirio d’am c'haout. O kemeret arc’hant er zac’h. Kemerit ar c’hant lur ze, ha pedit evidoun.

Fanch, laouen bras.

Hen ober a rin, sur ; goulenn a rin, digant an Aotrou Doue, ma skuillo warnoc’h mil bennoz er bed ma, hag an eurusted er baradoz. Fanch a ya kuit o lavaret e bater. Jobig a zeu.