Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/35

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —



31 DIVIZ


Yann, Jobig


Jobig

Great em eus, Yann, da gefridi da Lan. Ne fell ket d’ezan, e nep giz, dont d’az kaout.

Yann, souezet bras.

Ne fell ket d’ezan ? D’am zro eo da veza souezet muioc’h eget n’hellfen hel lavaret. Goulennet em boa, digant Lan, dont aman, dre ma felle d’in ober va zestamant ha lezel d’ezan, va holl vadou war va lerc’h, ha chom a ra hep dont ? Ne goumprennan tra war gement se, Jobig.

Jobig

Na me kennebeut. O sellet ouz ar meaz. Sell ’ta, setu o tont an aotrou Marzin, an noter. Petra ’ta en deus da lavaret d’it ?

Yann

N’oun ket evid her gouzout. Marzin a zeu.


32 DIVIZ


Yann, Jobig, Marzin


Marzin

Me eo adarre, Yann. Ankounac’heat em eus eun dra bennak, deac’h d’an noz, epad ma skriven ho testamant, en ho kichen.