Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/36

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —
Yann, souezet bras.

Va zestamant ! Doue benniget ! skrivet hoc’h eus va zestamant ? Piou en deus goulennet diganeoc’h hen ober ? Testamant ebet n’em eus great, me, nag hir, na berr, bete vreman.

Marzin

Testamant ebet, Yann ? Goapaat a rit, va mignon, goapaat a rit. Ho niz Lan a jome en e za, en eur c’houela evel eur feunteun, e kichen ho kwele, ma ’z edoc’h klanv bras ennan.

Yann, souezet bras bras.

E kichen va gwele ! Daoust hag emaoun o koll va spered ? N’oun ket bet em gwele deac’h. Tremenet em eus an noz em c’hador vreac’h. Pe seurt abadenn eo houma ? Ha piou a hello dirouestla ar c’hemmesk ma ?

Marzin

Ne ket dies hen diluia. O tiskouez an testamant. Setu ho testamant. Lezel a rit, war ho lerc’h, ho tanvez holl da Lan, ha pemp mil lur da Vaze, mevel e ti Lan, ha pemp mil lur all da Vac’harid, abalamour d’he eureud da zont gant Maze. Lennit hoc’h unan. Yann a lenn.

Yann, drougig ennan.

Skrivet eo, gwir eo ; mez eun dra zo hag a zo ker gwir all ive. Krenv e vouez. Ne ket me eo, aotrou Marzin, ne ket me eo em eus lavaret d’eoc’h skriva va zestamant. M’hen tou war va badiziant.

Jobig, o c’hoarzin

Ha, ha, ha ! Ne welit ket, sklear ha neat, ho taou, ar pez zo c’hoarvezet. N’eus ket ezomm, evelato, beza eur strobineller dispar evid her gwelet. Lavar,