Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/41

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —
Yann

Feiz ! gouzout a raimp awalc’h ar wirionez er c’hiz se. Deomp. Yann a ya kuit. Ervoan a zeu.


36 DIVIZ


Jobig, Ervoan


Jobig

Ne ouzout ket, marteze, Ervoan, evit petra am eus lavaret d’it dont aman. Kavet ec’h eus, evelato, e oa tenval va dremm, p’oun bet d’az kerc’hat.

Ervoan

Ya, Jobig ; eaz oa gwelet an enkrez en ho taoulagad.

Jobig, oc’h ober neuz da veza glac’haret.

Ha gant gwir abeg, mignon. Ema Yann o paouez mervel. Edon o komz outan, eur c’hard heur bihan zo. Kouezet eo bet, dirazoun, a dreuz kof, en eun taol krenn, gand eur maro rust.

Ervoan, glac’haret neat.

Petra a livirit, Jobig ? Ha ne ket deuet ar beleg da rei d’ezan e zakramanchou diveza ?

Jobig

N’eus ket bet amzer da c’hervel an aotrou person da zont. A hend all, piou a lenvo e kichen arched an den ze, piou a zalc’ho sonj anezan, piou en devezo keuz d’ezan, piz bras evel ma veze ?

Ervoan

Klevet em eus, evit gwir, meur a weach, tu ma, tu hont, tud o lavaret ez oa piz eus ar re biza.