Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/43

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —

Diskouezet ec’h eus d’in, hep her gouzout te da unan, ar vadelez vras a zo ez kalon. Piz e oan, gwir eo ; va fizoni oa euzus, gwir eo adarre. Va ene oa kollet ; sevel en deus great a varo da veo, a drugarez d’eur burzud o tont war eeun a berz an Aotrou Doue. O tiskouez ar zac’h arc’hant war an daol. Gwelet a rez ar zac’had a zo aze war an daol ?

Ervoan

Ya, tonton.

Yann

Bez’ ez eus, ennan, eur bern pesiou arc’hant, pesiou aour, hag all. Bremaïk dioc’htu, ez aimp da di an aotrou Marzin, hag eno, Ervoan, eno e rin va zestamant, va gwir destamant, ma skrivor, warnan, da hano karet, evit ma vezi va heritour, te, ha te hepken. Koz oun ha n’ez pezo ket da c’hortoz gwall bell va madou war va lerc’h.

Ervoan

C’houi zo re vat evidoun.

Jobig

An tenzor da vihana, a yelo d’en em gaout etre daouarn mat.

Yann

Diwar c’hoari kentel. Mar d-eus eur souez dispar war ar douar ma, eo gwelet eun den piz lekeat pare a grenn dioc’h e bizoni. An Aotrou Doue en deus great ar burzud se em c’henver me, petra bennak n’em eus ket gounezet, e nep giz, ar c’hras se. Ra vezo benniget an Hini en deus truez, pa blij gantan, ouz eun den reuzeudik m’en em gav dija unan eus e dreid en ifern. Ra vezo benniget da viken !


Ar goel a ziskenn