Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/7

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



KENTA DIVIZ


Jobig, Kreac’h


Kreac’h

Lavar ’ta, Jobig. Perak e teuez er c’hoz ti ma hirio ?

Jobig

Perak ? N’oun ket evid hel lavaret d’eoc’h. Yann en deus kemennet d’in dont aman. Evit petra ? N’ouzoun ket, avat, n’ouzoun ket an distera. Mes diganeoc’h e c’houlennan, d’am zro, aotrou Kreac’h, perak e teuit aman choui ive ?

Kreac’h

Ne ket dies her gouzout ; urcher oun, hag e teuan aman da werza an traou he deus lezet war he lerc’h greg Yann, marvet n’eus ket pell.

Jobig, o c’hoarzin hag o c’hoapaat.

Ha, ha, ha, ha ! Eur werz vrao, sur, eur werz ha n’he devezo ket he far ! Ha, ha, ha, ha ! eur bern koz traou, eur pakad truilhou, pilhou ha gwiskamanchou lous, roget ha fall evel den n’en deus biskoaz gwelet kemend all. An holl draou ze a vije holl mat da veza strinket e toull ar c’hagnou. Yann a zo piz bras, evel a ouzoc’h. Mat ; Barba, e hini goz, oa pisoc’h kalz egetan. Kaer e vezo ar werz se, m’hen tou, kaer eus ar re gaera.

Kreac’h

Ne lavaran ket ; mes ne ran fors, me, war gementse. An holl draou a hell beza gwerzet. An amzer a dremen, evelato, ha n’ema ket Yann aman. Perak ’ta ?