Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/8

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —
Jobig

Dastum a ra, marteze, an traou dispar a fell d’ezan lakaat e gwerz. Bezit dinec’h, aotrou Kreac’h. Setu hen o tont gand e denzor war e ziskoaz. Yann a zeu, dilhad fall warnan, eun tok lous war e benn. Dougen a ra eur skubell goz, eur vegin fall ha toull, eur re voutou leun fank, diou goz votez koat, kolo enno, eur pod houarn koz ha merglet. Ema war e gein eur foultren pakad. Displega a ra ar pakad hag e laka war an daol, eur bern koz traou a bep seurt, pilhou, saeou, lerou, koeffou, mesk e mesk gand ar skubell, ar vegin, ar boutou, ar pod houarn, hag all.


2 DIVIZ


Kreac’h, Jobig, Yann


Yann

Livirit, aotrou Kreac’h, gwerza mat a reot an holl draou ze, hein ?

Kreac’h

Ober a rin ar pez a hellin. Ober a rin evid ar gwella. Ne jom mui, evit lakaat ar werz da vont en dro, nemet prenerien da zont. Poent eo, ha koulskoude, ne welan hini anezo. Trouz bras boutou koat er meaz. Selaouit ’ta. Setu ar brenerien o tont, her c’hredi a rafen. Eun toullad tud diwar ar meaz a zeu.


3 DIVIZ


Kreac’h, Jobig, Yann, An dud


Kreac’h

Holla ! tud vat, krogomp en hol labour. O tiskouez d’an holl eun tammig sae dislivet hag hanter roget. Da biou ar zae ma, da biou ?