Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/11

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —
Biel, laouen

O bennoz ! da gemeret a ran da vevel, dioc’htu. Deus.

Yann

Ni a welo, ni a welo.

Jakou, da Yann

Ar micheriou ze holl a zo dister ; bravoc’h kalz eo beza miliner. Hennez, ar miliner, a ro da bep hini an danvez ma reer gantan eun dra dalvoudusoc’h kalz eget an holl denzoriou, ar bara. N’eo gwir ? Deus da rei dourn d’in da vaga an dud vadezet.

Laouig, da Yann

Deus kentoc’h ganen ; piou bennak a ya da gemener eveldoun, a binvidika a zeiz e deiz. Deus da rei skoazell d’in er vicher gaer ze. Laouig Jakou, Biel ha Krapig, holl war eun dro, a denn start Yann diwar bouez e zillad hag e zivreac’h. Yann a ra penn d’ezo en eur youc’hal.

Yann, o youc’hal

Awalc’h ’ta, awalc’h ! Emaoc’h o regi va dillad paour. O la ! o la ! Terri a rit va di vreac’h, o la ! o la ! Va list eun tammig ’ta, ha va selaouit. An holl a laosk dillad Yann. Bezomp fur, foultr an diaoul, hag an traou a zeuio da vad. Pegement e vezo roet d’in peb miz ?

Krapig

Daou c’hant lur.

Biel

Tri c’hant lur.