Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

bennak ? Pe seurt labour ? Pe seurt mansounerien ?

Jakou, abafet

A re a zavo, a nevez… moger va milin… a laosk an dour… da… da…

Ar Barner, droug bras ennan

Ac’hanta ! peur e vezo echu ar c’hoari ze ? Terri a rit va fenn d’in adarre gand ho randonerez a vilin, a vansounerien hag a zour o redek. Daoust ha goap a rit ac’hanoun, aotrou mear, c’houi hag an den ze ? Daoust ha goap a rit eus an dud a lezenn ? An dra ze a zeufe da drei da fall evidoc’h ho taou. Rust e vouez. Hast affo, Jakou, ha respont neat ha frank d’am goulennou. D'ar mear. N’em eus mui ezomm ebet ac’hanoc’h, aotrou mear ; ho trugarekaat a ran. Ar mear a stou hag a ya kuit.

XII DIVIZ
Ar Barner, Jakou
Ar Barner

Anaout a rez, war a leverer, eun den ma ’z eo Yann Pogamm e hano. Klask a ran an den ze evid e deurel er prizon, ha te gantan marteze, mar ec’h eus roet dourn d’ezan da zispenn ha da zismantra madou ha traou an dud vat.

Jakou, spontet

N’em eus morse roet dourn d’ezan, e nep giz, evid ober troiou fall da zen. Her gwelet em eus, evelato, eur weach hepken, mintin