Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —
Jakou

Feiz va Doue, eun taol kaer ac’h eus great. Eur c’holl eus ar re vrasa eo, ha Biel, sur eo, a c’houlenno diganez eun digoll bras.

Yann

Hep mar ebet, met ar pez zo gwasa eo ma ’z eo goullo, kouls lavaret, va godell. Sell ! setu o tremen du hont Krapig gwisket gand e zae a hurcher, hag e rabad gwenn dindan e elgez. Perak ’ta ?

Jakou, spontet eun tamm

Eun hurcher adarre ? Eun hurcher ? ne garan ket kalz ar seurt tud se, me. Kenavo ; ra zeuio pep tra da vad ganez. Jakou a ya kuit. Krapig a zeu.

XV DIVIZ
Yann, Krapig
Krapig

Na spontusa tra ! Yann, na spontusa tra ! Digor frank da ziouskouarn ; traou bras am eus da lavaret d’it. Da genta, klasket out gand an archerien. Yann a lamm eun tammig gand ar spont. D’an eil, kaset e vezi, ganto, hirio, ha ne ket warc’hoaz eo, dirag ar barner ; ya !

Yann

Hirio bremaik ? Ne d’in ket avat ; atao e vez roet, d’eun den, tri, pevar, eiz deiz zoken, araok beza galvet dirag ar gador-varn.