Gwir eo, peurliesa. Met pa zeu d’ar barner ze ar c’hoant da varn raktal, n’eus netra da ober a enep d’e froudenn ; hen a fell d’ezan barn hirio, barnet e vezi hirio.
Ar pez a vezo a vezo ; met perak ’ta ker buan ze ?
Her gouzout a rez kerkouls ha me, Yann. Ouspenn m’eo bet kaset d’ezan, a enep d’it, klemmou eur bagad tud m’ac’h eus great gaou d’ezo, ema ar barner o paouez digemeret eur c’hlemm nevez, brasoc’h kalz eget ar re all.
Me oar, siouaz ! diwarbenn an diou varrikenn dorret eo.
A zo gwir. Hag an abadenn a gousto ker d’az kodell. Ar gwin kollet a oa e dalvoudegez eus ar re vrasa. Gwelet em eus Biel e ti ar barner. Gwaz a ze d’it, va Doue ! Biel a c’houlenno diganez pevar mil lur evid e zigoll, daou vil lur pep barrikenn, hag ar mizou oc’hpenn ze. Daoust hag e c’helli paea ?
Nann sur ; nann ha nann. N’em eus ket peadra da baea.